Taveeg
| Taveeg | |
|---|---|
Taveeg gwelet diouzh Perroz-Gireg. | |
| Anv gallek | Île Tomé |
| Geografiezh | |
| Lec'hiadur | Mor Breizh (Meurvor Atlantel) |
| Daveennoù lec'hiañ | 48° 50′ 08″ N, 3° 24′ 25″ K |
| Gorread | 0,35 km² |
| Lein uhelañ | 64 m |
| Geologiezh | Enez kevandirel |
| Melestradurezh | |
| Bro | |
| Bro hengounel | |
| Departamant | |
| Kumunioù | Perroz-Gireg |
| Poblañs | |
| Poblañs | 0 ann. |
| Titouroù all | |
| Dizoloadenn | Ragistor |
| Gwerzhid-eur | UTC+1 |
| kemmañ |
Taveeg a zo un enezenn hir (1 200 m), moan (keidenn 200 m), ha serzh (64 m), troet norzh-su, tost da aod Perroz-Gireg. 35 ha eo gorread an enez[1].
Didud abaoe ar bloavezhioù 1920 eo ha perc’hennet eo gant Mirerezh an Arvor (Conservatoire du littoral) abaoe 1997[2].
Gwechall e oa ur menaj ha gwelet a reer c’hoazh e vogerioù e norzh an enez.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg e vez graet Île Tomé pe Tomé hepmuiken eus Taveeg.
War ar c'hartennoù kozh e weler e veze graet ’t Groen Eijlant (an enez c'hlas) anezhi e nederlandeg(Daveoù a vank).
Douarouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Greunit roz brudet Perroz (maen ruz) gant gwazhennoù niverus dolerit ha mikrodiorit.
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 2002 eo bet diouennet ar razhed a nere eno (600 loen dinodet), ar pezh a zo bet un dra vat evit an evned[2]: daougementet pe dric’hementet eo bet o niver, ha bremañ ez eus noueliged bras (Charadrius hiaticula) o neizhiañ. Un dra vat eo bet ivez evit ar minelled al liorzhoù (Crocidura suaveolens), na gaver e Breizh nemet war an inizi — pe, a-hend-all, er gevred —, ha lieskementet eo bet o niver dre zek. Hag un dra vat eo bet ivez evit an anuzed-dall (Anguis fragillis), anezho glazarded dibav.
Evned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma n’emañ ket pell eus ar Jentilez e kav d’ar skiantourien e teuy evned all da neizhiañ a-raok pell, an tort boutin (Puffinus puffinus) paneveken (ur c’houblad a oa e 1981), un evn ral koulz e Breizh hag er bed.
An evned all[2]
- noueliged bras (1 c'houblad e 2003)
- tadorned roueel (9 c'houblad e 2003) (5 e 2002)
- morbiged (15)
- houidi korz (3)
- Sidaned aod (33)
- Sidaned prad (4)
- Laouenaniged (118)
- Gwrac'higed an drez (30)
- Strakiged lann (12)
- Lineged ruz (16)
- Mouilc'hi du (12)
- Marc'hvrini (1)
- Brini du (1)
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad fin e vuhez e dremene Ernest Renan an hañvezh e-tal Taveeg ; komz a rae ouzhi evel "ul leviathan mor".
E 1913 e embannas Anatol ar Braz un danevell o kontañ ur bourmenadenn war an enez[3].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Atlas du patrimoine microinsulaire breton, Conservatoire du Littoral, 2012.
- 1 2 3 (fr) Protocole d'éradication du rat surmulot sur l'île de Tomé, Denis Bredin, Louis Dutouquet, Espaces naturels, n°8, 2004.
- ↑ (fr) Contes du soleil et de la brume, Anatole Le Braz, Delagrave, 1913, pajennoù 61-91.
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |