Braneg
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag ar Mor Bihan ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Braneg | |
|---|---|
Enez Braneg gwelet eus ar mervent | |
| Anv gallek | Île de Brannec, Brannec |
| Geografiezh | |
| Enezeg | Inizi Mor Bihan Gwened |
| Lec'hiadur | Mor Bihan (Pleg-mor Gwaskogn) |
| Daveennoù lec'hiañ | 47° 33′ 42″ N, 2° 50′ 58″ K |
| Gorread | 5,4 ha |
| Lein uhelañ | 13 m |
| Geologiezh | Enez kevandirel |
| Melestradurezh | |
| Bro | |
| Bro hengounel | |
| Departamant | |
| Kumunioù | Sarzhav |
| Poblañs | |
| Poblañs | ? ann. |
| Titouroù all | |
| Dizoloadenn | Ragistor |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00 |
| kemmañ |
Braneg, pe Enez Braneg, zo un enezennig e Mor Bihan Gwened, stag ouzh kumun Sarzhav, e departamant ar Mor-Bihan hag e Bro-Gwened. Emañ un 200 m bennak er gwalarn da C'hovihan ha war-dro 300 m er su da Veg Braneg ha 500 m er reter da Veg an Nioul en Enizenac'h. Emañ e Park naturel ar Mor Bihan.

Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Enez Braneg a dalv kement hag "enez ar brini" pe gallout a ra dont deus ar ger "broen" hag al lostger "-eg" a verk ec'h eo stank ar broen en enezenn-se met ne vez ket distaget ar ger "broen" er mod-se gant un "a" er vro[1].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |