Mont d’an endalc’had

Spierezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Ar spierezh, pe spionañ [1], pe dastum titouroù, a vez graet eus ar fed da rastellañ titouroù kuzh, kuzhulik, pe talvoudus. Un den gourdonet evit kas da benn seurt oberiadurioù evit ur gouarnamant a zo dre vras un ajant titouriñ. Ar spierezh a c'hall bezañ graet en ur vro estren, war an dachenn pe a-bell. Graet e vezz dre guzh, dre ma n'int ket doareoù ober degemeret-mat hag a-wechoù emaint e-maez al lezenn. A-wechoù e c'hall ar spierezh bezañ un ostilh lezennel evit an nerzhioù surentez, met a-wechoù all e vo un torfed hag a c'hall bezañ kastizet gant al lezenn.

Ar spierezh a zo alies ur striv gant ur gouarnamant pe gant ur pal kenwerzhel. An droienn a vez implijet dreist-holl evit an evezhierezh gant ur gouarnamant war enebourien pe danvez-enebourien. Kalz doareoù spionañ a zo hervez ar pal hag ar re a vez o spiañ. Spierezh greantel, da skouer, o spiañ trevourien evit laerezh mennozhioù pe doareoù da sevel madoù. Spierezh politikel, evel Gwallreuz ar Watergate, evit laerezh mennozhioù pe gouzout resisoc'h e peseurt stad emañ kampagn an enebour politikel.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Spierezh
Morty Proxy This is a proxified and sanitized view of the page, visit original site.