Mont d’an endalc’had

South Armagh Republican Action Force

Eus Wikipedia
South Armagh Republican Action Force
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/sorgan.htm Kemmañ

Ar South Armagh Republican Action Force (SARAF), berraet en Republican Action Force (RAF) evit un nebeud tagadennoù e Béal Feirste, a oa ur strollad damsoudardel republikan hag a oa oberiant eus miz Gwengolo 1975 betek miz Ebrel 1977 e-kerzh Brezel Norzhiwerzhon. An dachenn lec'h ma oa oberiant e oa su Kontelezh Ard Mhacha. Hervez ar skrivagnerien Ed Moloney ha Richard English e oa un anv kuzh implijet gant lod izili eus ar Provisional IRA South Armagh Brigade[1][2]. Ar c'hazetenner Jack Holland, a embann e oa ivez izili eus an Irish National Liberation Army (INLA) o doa kemeret perzh en aozadur. E-kerzh marevezh oberiant ar South Armagh Republican Action Force, an INLA a oa bet o seveniñ d'an nebeutañ un dagadenn relijiel o lazhañ trevourien brotestant met en ur implij an anv kuzh "Armagh People's Republican Army". Hervez labourioù Malcolm Sutton er Conflict Archive on the Internet, ar South Armagh Republican Action Force a oa bet kiriek da 24 marv e-kerzh ar stourm, an holl anezho o vezañ bet trevourien[3].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. A Secret History of the IRA, Ed Moloney, 2002. (PB) (ISBN 0-393-32502-4) (HB) (ISBN 0-7139-9665-X) p.320
  2. Armed Struggle: The History of the IRA, Richard English, 2005. (ISBN 978-0-19-517753-4) p.171
  3. Malcolm Sutton's Index of Deaths from the Conflict in Ireland – choazit aozadur/ "organization" ha statud/"status" evel daou gemmusted
South Armagh Republican Action Force
Morty Proxy This is a proxified and sanitized view of the page, visit original site.