Mont d’an endalc’had

Maimonidez

Eus Wikipedia
Maimonidez
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denמשה בן מימון Kemmañ
Anv-bihanMoshe Kemmañ
Patronym or matronymben Maimon Kemmañ
MoranvL’Aigle de la Synagogue, הנשר הגדול, Rambam (annagramme de Rabbi Moshe ben Maymun) Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Meurzh 1138, 30 Meurzh 1135 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCórdoba Kemmañ
Deiziad ar marv13 Kerzu 1204 Kemmañ
Lec'h ar marvKaero Kemmañ
Lec'h douaridigezhTiberias Kemmañ
TadMaimon ben Yossef HaDayan Kemmañ
BugelAbraham ben Moses ben Maimon Kemmañ
KarChananel ben Shmuel, Isaiah HaLevi ben Mishaʾel Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethebraeg, arabeg Kemmañ
Kargnagid of Egypt Kemmañ
Bet studier daMaimon ben Yossef HaDayan, Yehuda Ha-Cohen Ibn Susan Kemmañ
Relijion pe kredennRabbinic Judaism Kemmañ
Levezonet gantAvisenna, Farabi, Avempace, Aristoteles, Averroes Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Un dresadenn eus Maimonidez graet en XVIIIvet kantved

Moizez ben Maimon ((ar) موسى بن ميمون) (Córdoba, 1138Fostat, 1204), brudetoc'h evel Maimonides, a oa ur prederour yuzev sefarad eus ar Grennamzer. Unan eus an dud ouiziekañ war an Torah e voe dre ar skridoù a-vil vern a savas evit e studiañ. Steredoniour ha fizikour e voe ivez.

Ganet e oa bet e Córdoba (Al-Andalus) en impalaeriezh an Almoravided d'an deiz a-raok Pesac'h, e 1138 moarvat (pe marteze e 1135). Labourat a reas evel rabin e Maroko hag en Egipt ma varvas d'an 12 a viz Kerzu 1204. E Tiberias e Galilea e voe beziet.

E-pad e vuhez e voe degemeret e skridoù gant berzh e-touez ar Yuzevien, keit ha kumuniezhioù Yemen pe Irak, ha mont a reas da gemer penn ar gumuniezh yuzev en Egipt, goude ma oa bet burutellet e skridoù gant nerzh e Spagn. Goude e varv e voe degemeret e labour evel ur maen-bonn eus prederouriezh ha divezelezh ar Yuzevegezh. Ar pevarzek levrenn eus e oberenn Michneh Torah a vez gwelet c'hoazh evel un bennoberenn diwar-benn al lezenn dalmudek.

Estreget ar Yuzevien o doa anavezet e labour : brudet eo ivez er bed arab ha muzulman. Levezonet e voe gant Al-Farabi, Avisenna hag Averroes o doa bevet er memes amzer hag eñ, ha levezoniñ a reas prederourien ha skiantourien vuzulman.

Maimonidez
Morty Proxy This is a proxified and sanitized view of the page, visit original site.