Langoned
Neuz
| Langoned | |
|---|---|
Abati Itron-Varia. | |
| Anv gallek (ofisiel) | Langonnet |
| Bro istorel | |
| Melestradurezh | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Arondisamant | Pondi |
| Kanton | Gourin |
| Kod kumun | 56100 |
| Kod post | 56630 |
| Maer Amzer gefridi |
Françoise Guillerm 2020-2026 |
| Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh |
| Bro velestradurel | Kornôg Kreiz Breizh |
| Lec'hienn Web | (fr)www.langonnet.fr |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 1 930 ann. (2023)[1] |
| Stankter | 23 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ |
|
| Uhelderioù | kreiz-kêr : 180 m bihanañ 104 m — brasañ 292 m |
| Gorread | 85,4 km² |
| kemmañ |
Langoned a zo ur gumun e Bro-Gerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan, e kornôg Breizh.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Ele e dianaou an abati.
- War lez an Ele emañ Langoned.
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| En glazur e zaou gleze en aour lammellet ouzh kab, o skorañ un hengurunenn en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.[2] | ||
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hent: an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze an Ele en Abati Langoned, chom a ra ul lodenn eus an daradur e geunioù ar Faoud en Drinded-Langoned[3].
- Armerzh: kenderc'het e veze brikennoù, teol ha priaj. E Kastell-Gwernoùgall hag e Kerroc'h e voe kavet fornioù. E meur a lec'h er gumun e voe kavet teol lec'h ma oa atantoù ha gedlec'hioù, e Stang-Yann nepell eus an abati, e Kastelloù-Kergaradeg, e Lokmaria, e Minez-Bloc'h, e Kernal hag en Drinded[4].
- E-tro 800 e voe savet ur gumuniezh gant menec'h Landevenneg e Lez Radeneg war douaroù bet roet dezhe gant Gradlon Flamm, kont Kerne. Kastell Morvan Lez-Breizh a oa sur a-walc'h war dorgenn Menez-Morvan e Langoned. Er c'horn-bro-se e voe lazhet Morvan e 818 en un emgannig ouzh ar Franked kaset war-raok gant Loeiz an Deol, bet savet e gamp gantañ e Prizieg[5].
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz, 1675: d'ar 14 a viz Gouere ez eas parrezianiz Langoned, bet bodet gant son an taboulin, betek an abati evit goulenn groñs digant an abad dilezel e wirioù a-bezh war ar boblañs, ha sinet e voe an dilez gant ar venec'h evit kaout peoc'h; kondaonet e voe Jean Harscoët, an tabouliner, d'ar galeoù a-hed-buhez[6].
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Langoned gant div gumun ennañ: Langoned ha Plourae; e distrig ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Langoned en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[7](fr),[8].
- Ur c'hamp-bac'h, un astenn eus hini an Henbont e oa, a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall[9],[10]; beleion eus Elzas-Loren e oa un darn vat anezhe; en abati e voent serret[11].
- Mervel a reas 219 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,92 % eus he foblañs e 1911[12],[13].
- Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 499 repuad e Langoned; 61 anezhe ne oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[14].
- D'ar 24 a viz Mae 1944 e voe tapet 100 000 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[15].
- Fuzuilhet e voe daou waz eus ar gumun (unan anezhe a oa ur repuad eus An Oriant) e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere 1944 abalamour d'o ferzh er Rezistañs; barnet e oant bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[16].
- Mervel a reas 48 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [17].
Brezelioù didrevadennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pevar gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina ha pevar all e Brezel Aljeria[18],[19].
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Brezoneg er Skol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[20].
Ya d'ar brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D’ar 27 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- Al live 3 oa bet roet d'ar gumun.
- D'an 23 a viz Mezheven 2025 e oa sinet ar garta da dizhout al live 4.
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek e skol bublik ar gumun.
- E distro-skol 2025 e oa 42 skoliad enskrivet er c'hlas divyezhek (45,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Krennlavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ’Ba' Langoned e vez lazhet ar bleiz gant un taol boned.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik ar vourc'h.
- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
- Iliz katolik an Dinded.
- Iliz katolik an Dinded.
- Porzh an abati.
- Abati Itron-Varia.
- Monumant ar re varv e bourc'h Langoned, etre ar maerdi hag an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[21].
- Monumant an Drinded.
- Monumant ar re varv en Drinded-Langoned.
- Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik er vourc'h, luc’hskeudenn[22].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1790
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henri Guiriec, beleg katolik, istorour ha skrivagner breizhat.
- Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek.
- Alan Stivell, bet savet gantañ ur bladenn anvet E Langonned ma kaver ar ganaouenn E parrez Langonned enni.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Aozergant B. Frelaut ; Kuzul ar Gumun : 1988.
- ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, bloaziad ebet, (e galleg), pajenn 16
- ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 18
- ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajennoù 27 ha 28
- ↑ (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 75
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 163 ha 277 .
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Langoned - Fichenn ar gumun
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, (fr)Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
- ↑ (fr)1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 135
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
- ↑ (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 164
- ↑ (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
Rummadoù:
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Kumunioù Kerne
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz
- Kampoù-bac'h gall ar Brezel-bed kentañ
- Ar Brezoneg er Skol
- Repuidi-brezel er Mor-Bihan (1939-1945)
- Argant tapet e tiez-post ar Mor-Bihan gant tud eus ar Rezistañs e 1944
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Berne e 1944

