Landreger
| Landreger | |
|---|---|
Porzh ar gêr gozh. | |
| Anv gallek (ofisiel) | Tréguier |
| Bro istorel | |
| Melestradurezh | |
| Departamant | |
| Arondisamant | Lannuon |
| Kanton | Landreger |
| Kod kumun | 22362 |
| Kod post | 22220 |
| Maer Amzer gefridi |
Gireg Arhant 2014-2026 |
| Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh |
| Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù |
| Lec'hienn Web | (fr) ville-treguier.fr |
| Poblañsouriezh | |
| Poblañs | 2 294 ann. (2023)[1] |
| Stankter | 1 509 ann./km² |
| Douaroniezh | |
| Daveennoù lec'hiañ |
|
| Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 66 m |
| Gorread | 1,52 km² |
| kemmañ |
Ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor eo Landreger. Kêr-benn istorel Bro-Dreger ha pennlec'h Kanton Landreger eo.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kember ar Yeodi hag ar Gindi emañ Landreger. Stêr Landreger a reer eus al lodenn etre ar c'hember ha Mor Breizh.
Kumunioù amezek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stummoù skrivet
Bernard Tanguy (1992) : Monasterium S. Tutuali Pabut, ~1050 ; S. Pabu-Tual', 1086 ; 'Saint Pabu', dibenn an XIIvet kantved ; Seintpabu, 1230 ; Lantreguer, 1267 ; Lantriguier, 1296 ; Landreguer, 1330 ; Landriguier, 1376 ; Lantreguier, Treguier, 1394 ; Lantreguer, 1441, 1468 ; Ploelantreguer, 1437, 1486 ; Ploelantreguier, 1543 ; Ploulan-Treguier, 1663.
- Breutadenn diwar orin an anv
- Benjamin Jollivet (1859) : Traoun-Trecor, trefoedadur diwar 'Traoan tri cornu, traon an tri c'horn. Gwelet e vez, a-dal da Landreger, tri spes beg-douar o klotañ gant teir digoridigezh e stumm kornioù, war-zu kêr. Kement e talv anvioù-a-vremañ Lantreguer (lan tre guer) ha Tréguier[2].
- Bernard Tanguy (1992) ː Vallis Trecor e vefe troidigezh an anv latin Nant Trecor[3].
- Embanndurioù Flohic (1998) ː tri guer, rak an teir stêr a gember eno : ar Yeodi, ar Gindi hag aber stêr Landreger[4].
- Hervé Abalain (2000) ː Tricorio, tri pe trivet strollad (ar bobl, an arme)[5].
- Diwar traezh gwir, un touell tennet eus Saint-Yves de Vérité.
- Tostaet e vez ivez an anv "Treger" ouzh Pagus Tricurius, ur vro en-dro da Dintagel e Kernev-Veur[6].
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| |
| |
| |
|
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Landreger e voe embannet e voe ar geriadur Catholicon e 1499. Geriadur latin, gallek ha brezhonek kentañ er bed eo. Peurskrivet e oa bet e 1464 gant Jehan Lagadeuc.
- 1790 : Eskopti Treger ac'h eas da get peogwir e tivizas al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien ne vije nemet un eskopti e pep departamant. Bloaz goude e teuas savadurioù ar c'hloerdi da vezañ kazarn ar boliserien hag un toull-bac’h evit ar seurezed o doa nac’het ober an douadenn ha sentiñ ouzh ar Vonreizh, -araok bezañ gwerzhet e 1799 evel madoù broadel.
- 1794 : drastet e voe savadurioù relijiel Landreger ha bez Erwan Helouri gant batailhon Étampes, ur strollad soudarded an Dispac'h Gall.
- Mervel a reas 96 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 3,23 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8]; mervel a reas daou anezhe e Belgiae penn- kentañ ar brezel : d’an 21 a viz Eost 1914, e Tamines e voe lazhet ul letanant eus an 71vet Rujumant Troadegiezh[9] hag e Maissinez eas diwar wel ur soudard eus an 19vet Rujumant Troadegiezh[10]; d’an 22 a viz Ebrel 1915 e voe lazhet ur serjant eus an 71vet Rujumant Troadegiezh e Boezinge e Flandrez Belgia[11].
- Ul laeradenn a voe en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 20 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[12].
- Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
Brezelioù didrevadennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mervel a reas daou vilour.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An iliz-veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diavaez
- Tour an Diaoul
Tour iliz-veur Sant Tugdual zo palaret meur a wezh. Ne voe ket aes e adsavadur. Adsavadur an tour diwezhañ ne oa echuet nemet e 1785. Adsavet e oa bet gant maen dantelezhet ha pevar sin c'hoari kartoù : pikez, keur, karo ha treflez en enor da Loeiz XVI en doa arc'hantouet anezhañ gant taosoù merzhet dre lotirioù. Gwalleurioù an tour-mañ o doa krouet ur vojenn dastumet gant Anatol ar Braz ; ar veleien, bezivet dre fontadeg retolz, o deus sinet ur pakt gant an diaoul. En eskemm eneoù ar re aet da anaon bep Sul etre oferenn ha gousperoù, e-pad ur bloavezh, e troe kein an diaoul d'e strobinell. Met ar person oc'h oferenniñ en doa gallet touellañ an diaoul o chadennañ gousperoù goude un oferenn.
- Tresadenn gant Robida
- Iliz-veur. Kartenn-bost, fin an XIXvet kantved
- An iliz-veur
- Diabarzh

- Nev an iliz-veur
- Delwenn sant Tual en iliz-veur
- Delwenn sant Erwan en iliz-veur
- Bez sant Erwan en iliz-veur
- Bez sant Erwan. Bleuñv. 19.05.2002
- Delwenn en e c'hourvez an dug Yann V
- Poltredoù an eskibien
Ar c'hloastr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kloastr iliz-veur Sant-Tudwal
Delwenn Ernest Renan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant Ernest Renan. Kartenn-bost Levy-Neurdein
- Renan kozh, gant e wreg
- Kein ar monumant da Ernest Renan
- Talbenn monumant Ernest Renan hag an doueez Athena, mestrez war ar skiant.
- Ernest Renan en e soñj
Monumant an Enebadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kalvar an Enebadur e traoñ plas-kêr. Tresadenn pluenn
- Kalvar an Enebadur, war lez ar Yeodi. 1907
- Kalvar an Enebadur. Kartenn-bost. Hamonic
- 2020
- Enskrivadur latin-brezhoneg (yezh Treger)-galleg.
Enskrivadur e brezhoneg yezh Treger ː "EN GWIRIONEZ AN DEN ZE E OA MAB DOUE"
Peulvan Anatol Ar Braz (e Koad ar Barzh, war lez ar Gindi)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Peulvan 1
- Peulvan 3 (gant skrabadennoù)
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud liammet ouzh istor kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud bet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Steven-Jozef-Mari Cillart a Gernevez, bet ganet e Landreger an 12t Here [:Restr:///C:/Mes sites Web/1021 webmaster/almanach18/1755.htm 1755] ; divroet ; en eus kemeret perzh e dilestradeg c'hwitet ar roueelerien e Kiberen e 1795, evel eil-letanant e du Dresnay. Bet tapet, eo bet kondaonet e Gwened ar 16 thermidor AN III / lun 3t Eost 1795, da heul e vreur.
- Amand-Mazhe-Mari Cillart a Gernevez, skoliad ar vorlu ; bet ganet e Landreger ar 26t Gwengolo 1766 ; divroet ; en eus kemeret perzh e dilestradeg c'hwitet ar roueelerien e Kiberen e 1795, evel eil-letanant e du Dresnay. Bet tapet, eo bet kondaonet e Gwened ar 16 thermidor AN III / lun 3t Eost 1795, da heul e vreur.
- Ernest Renan, skrivagner ha prederour gall, 28 a viz C'hwevrer 1823.
- Henri Pollès, skrivagner gallek, romantour, barzh ha saver arnodskridoù, 13 a viz Gouere 1909.
- Erwan Kervella, treser ha skrivagner, 15 a viz Eost 1949.
- Herve Bihan, daneveller, kelenner brezhoneg e Skol-veur Breizh-Uhel ha rener ar gelaouenn Hor Yezh, 14 a viz Gouere 1956.
Tud bet marvet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1794 : Ursule Thierrier, dibennet dre m'he devoa sikouret kuzhat beleien.
- 1804 : Jacques Le Brigant, brizhkeltiegour, d'an 3 a viz C'hwevrer.
- 1852 : Alain Durand, barzh brezhonek.
- 1888 ː Eugène-Ange-Marie Bouché, eskob Sant-Brieg ha Landreger.
- 1984 : Paol ar Flemm, sonaozer breton, 31 a viz Gouere.
Tud beziet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anatol ar Braz, skrivagner.
Ardamezeg ar familhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs abaoe 1962
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niver a annezidi

Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Brezoneg er Skol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[17].
Deskadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr)Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne, 1780
- (fr)Louis Mahé : Monsieur Saint Yves. Armand Prud'homm embanner. Sant Brieg. 1949
- (fr)A. Marteville & P. Varin : kendalc'herien ha reizherien Ogée. Molliex, Libraire-Editeur, rue royale, Rennes, 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- (fr)Adolphe Guillou : Essai historique sur Tréguier par un Trécorrois'. Moulerezh Francisque Guyon, Sant-Brieg 1913. Adembannet Laffitte Reprints. Marseille. 1979
- (en)Ordnance Survey : Map of Britain in the Dark Ages'. Southampton. 1966
- (fr)Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
- (fr)Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen-Chasse-Marée. 1992.
- (fr)Jean Balcou : Renan de Tréguier. Christian Pirot Embanner. 1999
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) "ville-treguier.fr", lec'hienn ofisiel an ti-kêr.
- (br) Landreger war lec'hienn Geobreizh
Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Benjamin Jollivet (1859) : Les Côtes-du-Nord.
- ↑ (fr)Bernard Tanguy, 1992 ; Jean Huchet (2007).
- ↑ (fr)Embannadurioù Flohic (1998).
- ↑ (fr)Bernard Tanguy (1992) ; Hervé Abalain (2000).
- ↑ (fr)Bernard Tanguy (1992).
- ↑ D'Hozier, 1696 ; kemmet e 1809 ; karget gant skoedoù Breizh ha Frañs e 1885.
- 1 2 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, p. 199, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011.
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Aotrounez Kerthomas e Lannolon ; Kervegan ?
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ (br)Ofis Publik ar Brezhoneg

