Mont d’an endalc’had

John Keegan

Eus Wikipedia
John Keegan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohn Keegan Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhKeegan Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Mae 1934 Kemmañ
Lec'h ganedigezhClapham Kemmañ
Deiziad ar marv2 Eost 2012 Kemmañ
Lec'h ar marvKilmington Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
ImplijerPrinceton University, Royal Military Academy Sandhurst, Vassar College, Embassy of the United States, London Kemmañ
Bet war ar studi eBalliol College, King's College, Wimbledon College Kemmañ
Oberenn heverkThe First World War Kemmañ
Ezel eusRoyal Society of Literature Kemmañ
Prizioù resevetOBE, Fellow of the Royal Society of Literature, honorary doctor of the University of Bath, Knight Bachelor, honorary doctorate Kemmañ

Sir John Desmond Patrick Keegan, bet ganet d'ar 15 a viz Mae 1934 e Clapham (Londrez, Bro-Saoz) ha marvet d'an 2 a viz Eost 2012 e Kilmington (Wiltshire), a oa un istorour milourel, ur skrivagner hag ur c'hazetenner saoz.

E dad, un Iwerzhonad anezhañ, en doa kemeret perzh e emgannoù ar Brezel-bed Kentañ. Pa oa bihan John Keegan e voe paket gant an dorzhellegezh, ha mirout a reas anezhañ da rollañ en arme. Studiañ a reas er Balliol College e Oxford peurgetket, e-lec'h ma lennas kalz testennoù diwar-benn ar vrezeloniezh[1].

Goude e studi e labouras tri bloaz e kannati ar Stadoù-Unanet e Londrez, a-raok bezañ kelenner war an Istor evit an danvez-ofiserien er Royal Military Academy e Sandhurst betek 1986. Labourat a reas war-lerc'h e vuhez-pad evel kazetenner evit The Daily Telegraph. Arnodiñ a reas ar brezel war an dachenn e Liban e 1984.

Keegan en deus skrivet meur a levr istor milourel a zo gwelet evel oberennoù eus ar c'hentañ war an danvez. Labouret en deus war an darvoudoù en ur gemer harp war veizadoù a oa nebeud-studiet betek-neuze, evel implij ar c'hezeg, ar servijoù-pourveziañ, pe darempred Mab-den gant an « tan », da lavaret penaos kemer e kont efed an emgannoù war ar soudarded o-unan. E-touez e levrioù brudetañ emañ :

  1. (en) Dan VAN DER VAT, Sir John Keegan obituary, The Guardian, 05/08/2012 (lennet d'ar 26/05/2026)
John Keegan
Morty Proxy This is a proxified and sanitized view of the page, visit original site.